Digorioù-pred

Tartezenn fin gant sardin

   

Recette extraite

et traduite de

 
Evit 6 den :

 

  • An toaz bresk :

  • 250 g bleud

  • 125 g amann sall

  • 15 cl dour (tro)

 

  • 12 sardinenn vrav

  • 1,5 kg ognon gwenn

  • 50 g + 80 g amann

  • 1 voutellad parisilh plaen

  • Holen, pebr

 

 
  1. Aoziñ an toaz bresk : stummañ ur puñs get ar bleud. En toull, lakaat an amann yen rannet e tammoù bihan. Meskiñ get an daouarn betek ma teuio da vout ur meskad ‘traezhek’. Bep un tammig, skuilhañ an dour a-benn kaout ur voul doaz. Leuskel da repoziñ er yenerez e-pad 45 mun da nebeutañ.
  2. Fardiñ an deuziadell ognon : dibluskañ an ognon, o riñsañ hag o miñsat an tanavañ ar gwellañ. O lakaat er stoufailh gant 50 g amann, ouzhpennañ holen ha pebr ha leuskel da boazhiñ e-pad 40 mun. Meskiñ bep an amzer. Ur wezh poazhet, dizouriñ an ognon dousik gant ur sil.
  3. Fardiñ ar sardin : diskantiñ ar pesked dindan ur wazhennig dour yen. Skarzhiñ o fennoù hag o c’hourailhoù (al labour-mañ a c’hell bout graet get ar peskour). Poazhiñ ar sardin get holen ha pebr àr ur blakenn-boazhiñ er forn domm (200°C) e-pad 10 mun. Kemer an tanavennoù sardin hag int hepken, o lakaat a-gostez.
  4. Fardiñ an dartezenn : lediñ an toaz get ur ruilhenn hag e astenn en ur moull-tartezenn. Rakpoazhiñ an taoz er forn domm (200°C) e-pad 20 mun goude bout e c’holoet get ur follenn baper-aluminiom ha goude bout lakaet ur pouez (mein bihan da skouer) warnañ, kuit dezhañ da goeñvañ. War an toaz pozh, skuilhiñ an ognon, ar parisilh miñset ha goloiñ get an tanavennoù sardin. Lakaat un nebeud tammoù amann amañ hag aze (80 g) ha poazhiñ an dartezenn er forn tomm-gor (250°C) e-pad 7 mun.
  5. Staliiñ : servijout an dartezenn tomm-mañ àr ur plad-servij. Debriñ tomm-tomm.

Foto Yvan Zedda

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)