Digorioù-pred

Miñsadenn kregin Sant Jakez
hiliet get regalis hag
he skañvadell per-douar



   
aoziñ 1 e
yenerez 1 e
 
live ****
koust€   €
 
Evit 8 den :

 

  • 4 kg kregin Sant-Jakez pe 500g kraoñ kregin Sant-Jakez

 

  • An hilienn :

  • 1 loaiad-soubenn gwinegr sistr

  • 3 loaiad-soubenn eoul oliv

  • 1 loaiad-soubenn eoul kraoñ-kelvez

  • holen, pebr

  • 1 meudad brav a regalis (poultr)

 

  • Ar saladenn per-douar

  • 600 g per-douar

  • holen bras, holen munut, pebr

  • 1 loaiad-soubenn gwinegr sistr

  • 1 loaiad-soubenn eoul kraoñ-kelvez

  • 2 loaiad-soubenn eoul oliv

 

  • Ar skañvadell per-douar :

  • 600 g per-douar

  • holen bras, holen munut, pebr

  • 75 cl dien fresk

  • 3 follenn kaotenn

  • 2 wenn-vi

  • 1 loaiad-kafe gwinegr bazalmek

 

 
  1. Aoziñ ar legumaj : dibluskiñ ar per-douar, o gwalc’hiñ get dour hag o foazhiñ en dour evel avaloù-douar : krogiñ get dour yen ha sall ha leuskel da c’houvirviñ etre 20 ha 30 mun. O dizouriñ mat e fin ar poazhadur hag o ranniñ e daou, en hevelep doare (un hanter evit ar skañvadell hag egile evit ar saladenn).
  2. Aoziñ ar skañvadell : lakaat ar follennoù kaotenn da soubiñ e dour yen. Mesketa ar per-douar get an holen, ar pebr hag ar gwinegr bazalmek. Adsasuniñ mar bez ret. Oc’hpenniñ ar follenn kaotenn, dizouret-mat, hag advesketa pep tra un tammig. Mirout. Basat an dienn fresk get an holen hag ar pebr betek ma tay ’el chantilly. Hec’h oc’hpenniñ neuze d’ar flastrenn per-douar, en ur veskiñ dousik get ur spanell. Mirout ar skañvadell, en ur lec’h fresk, e-pad un eur d’an nebeutañ, a-raok he debriñ.
  3. Aoziñ ar saladen per-douar : e-barzh ur plad-saladenn skuilhiñ ar gwinegr, an holen hag ar pebr. Oc’hpenniñ an eoulioù, tamm-ha-tamm, en ur vezkiñ get ur baser. Troc’hiñ ar per-douar e stumm diñsoù bihan hag o oc’hpenniñ d’ar chaous-gwinegr. Adsasuniñ mar bez ret ha mirout ar saladenn en ur lec’h klouar.
  4. Aoziñ ar c’hregin Sant-Jakez : digloriñ ar c’hregin, gwalc’hiñ ar c’hraoñ hag o sec’hiñ mat. O miñsat get ur gontell vihan lemm-mat, ar tanavañ ar gwellañ. Aoziñ an hilienn é veskiñ ar gwinegr-sistr, an daou eoul, an holen hag ar pebr.
  5. Staliiñ : Àr bep asied, staliiñ en o c’hreiz ur loaiad saladenn per-douar hag he goloiñ get ur vrav a loaiad skañvadell per-douar. Pallenniñ ar peurrest ag an asied get ur strilhenn hilienn. Ranniñ ar chantellennoùigoù kraoñ kregin Sant-Jakez hag o lediñ àr an hilienn. Holeniñ, pebriñ ha strewiñ ur meudad brav a regalis àr bep tamm kraoñ Sant-Jakez. Pallenniñ, evit echuiñ, ar c’hraoñ Sant-Jakez get peurrest an hilienn. Faota ‘ket chom hep krediñ implijout e vizied evit lediñ an hilienn. Debriñ doc’htu.




Menozioù Nathalie :

Gallout a rit servijout an deroù-pred-mañ get bara mat krazet. Ma n’eus tamm poultr regalis ebet genoc’h e c’hellit lakaat poultr kraoñ-kelvez e plas. Disheñvel-mik eo ar blaz met ar meskaj « per-douar, kraoñ-kelvez, kraoñ sant Jakez » a zo plijus-kenañ ivez… n’eo ket ken divoutin avat. A viz Here betek miz Ebrel eo koulz-blez ar c’hregin Sant-Jakez.

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)