Dibennoù-pred

Pufoùigoù dienn chantilly
blaz ar roz get avaloù

   
aoziñ 45 mun
poazhiñ 30 mun
 
live ****
coût€ € €
 
Evit 8 den :

 

  • Toaz ar pufoù :

  • 25 cl dour

  • 140 g bleud

  • 110 g amann hag 20 g evit amannenniñ plakenn ar forn

  • 4 vi + 1 melen-vi
    1 loaiad-soubenn dour

 

  • Dienn chantilly :

  • 500 g dienn dourennek dre zienn

  • 150 g sukr

  • 1 loaiad-soubenn dour-roz (en apotikerioù pe er stalioù biologel)

 

  • Yod avaloù :

  • 750 g avaloù

  • 100 g sukr

  • 20 cl dour

 

  • Kinkliñ :

  • 1 aval

  • Sukr-erc’h

  • petalennoù roz fresk pe sec’h

 

 
  1. Aoziñ toaz ar pufoùigoù : aoziñ toaz ar pufoùigoù Lakaat an dour, an amann troc’het e tammoù bihan, ur meudad holen hag unan a sukr e-barzh ur gastelodenn ledan. Lakaat kement tra da virviñ hag entoueziiñ ar bleud doc’htu. Sec’hiñ an toaz àr un tan etre en ur verat anezhoñ get ur spanell, ha get nerzh. Pa zistag an toaz a-zoc’h foñs ar gastelodenn he lakaat e-barzh ur plad-saladenn. Oc’hpenniñ ar vioù unan-hag-unan en ur veskiñ kreñv get ar spanell (gallout a ra ar labour-mañ bout graet get ur robod-kegin !).

    Raktommiñ ar forn da 200°C (tt 7). Amannenniñ ur blakenn-forn (pe 2 pe 3 hrevez ment ar forn) ha lakaat loaiadoù-kafe brav a doaz, e stumm melloù bihan get plas kenetrezo peogwir emañ an toaz é vonet da c’hweziñ (36 puf a zelehec’h kaout). Meskiñ ar melen-vi get ur loaiad-soubenn laezh. Lopetat pep pufig get ur fourchetez soubet er meskaj melen-vi ha laezh. Lakaat ar pufoùigoù da boazhiñ er forn tomm (200° tt 7) e-pad 15 mun hag izelaat àr-lerc’h da 170° (tt 5-6) ken na vint sec’het mat (15 mun). Tenniñ ar pufoùigoù ag ar forn, o dibegiñ ag ar blakenn get ur spanell hag o gouarniñ e temperadur ar pezh.
  2. Aoziñ ar flastrenn : dibluskiñ, displusiñ ha miñsat an avaloù en un doare gros an avaloù. O skuilhiñ en ur gaoter get ar sukr hag an dour. Poazhiñ razh àr an tan etre, get ur golo, betek ma vo teuz-holl an avaloù. Ne faota ket kaout aon da vasat ar flastrenn evit ma vo-hi lintroc’h. Leuskel da yenaat.
  3. Aoziñ an dienn chantilly : e-barzh ur plad-saladenn yen-mat, skuilhiñ an dienn dourennek yen get ar sukr ha get an dour-roz. Basat razh betek ma teuio da vout èl ur chantilly.
  4. Staliiñ : ranniñ pep pufig etre daou get ur gontell-vara. Lakaat ur loaiad-kafe flastrenn hag àr-lerc’h ur loaiad-kafe dienn chantilly e foñs pep hani. Goloiñ razh get tok ar pufig. Lakaat brav ar pufoùigoù-mañ àr ur plad-gwastelloù brav. O foutrenniñ get sukr-erc’h ha petalennoù-roz ha kinkliñ get ruilhennoù aval fin-tout.




Menozioù Nathalie : an dour-roz a zo kalz frond getoñ, implijit eñ get evezh ! Monet a ra mat-kaer get pech skaotet e siros. Ma n’oc’h ket awenet get an dour-roz e c’hellit lakaat un tamm kanell e plas… un tammig britishoc’h !



Gwin Arnaud : ur gwin crémant pe un hentenn hengounel a yelo mat-tre get skañvted ha soutilded an dibenn-pred-mañ met gwelloc’h c’hoazh, din-me, e vo ur banne te glas « sencha » a vro Japan pe ur banne te jasmin hag a gaso deoc’h ar c’hempouez evit koazhiñ, ken plijus e fin ur pred.

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)