Digorioù-pred

Saladenn betarabez
get dour-roz ha pistachez


   
 
Evit 6 den :

 

  • 3 betarabezenn boazhet
  • 3 dornad leun-mat a zousezig
  • 75 g pistachez
  • 10 lomm dour-roz
  • 4 loaiad-bras eoul oliv
  • 1 loaiad-vras gwinegr bazalmek
  • Holen, pebr

 

 
  1. Aoziñ al legumaj : peilhat ar betarabez hag o zroc’hiñ a-dammoù, stumm un diñs dezhe. Gwalc’hiñ an dousezig mar a wezh hag he dizourañ.
  2. Aoziñ ar chaous-gwinegr : meskiñ, get ur baser, ar gwinegr get ur meudadig holen, pebr hag an eoul oliv.
  3. Echuiñ : a-barzh ur plad-saladenn, meskiñ an dousezig get ur lomm chaous-gwinekr. Lakaat a-feson ar saladenn a-barzh ur plad-servij. Sasuniñ ar betarabez get ar peurrest ag ar chaous-gwinegr hag an dour-roz. Lakaat ar betarabez àr an dousezig. Strewiñ tammoù pistachez un tammig pilet àr ar betarabez. Servijout.




Menozioù Nathalie : awenet on bet evit ar saladen-mañ gant rekipeoù marokoat, dezho blazioù a vo donemat e-pad an hir a viziadoù gouiañv !

Gwin Arnaud : ur werennad dour ha gwelloc’h ma vez dour Plankoed ! M’ho peus c’hoant da evañ gwin memestra e c’hellit adkavet blaz ar roz er plant gwini Pinot gris pe Muskad ag Elzas, da skouer.

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)