Dibennoù-pred

Dienn avoukez gant
e deolennoù spiset


   
Recette extraite de
 
Evit 8 den :

 

  • An teolennoù :

  • 160 g bara-mel

  • 80 g amann

  • Sukr erc’h

 

  • Ar c’hinklañ :

  •  4 orañjezenn

 

  • An dienn avoukez :

  • 2 avoukezenn

  • 1 vananezenn

  • 12 cl chug-orañjez

  • 6 cl chug-sitroñs

  • 100 g sukr

 

 
  1. Aoziñ an teolennoù Raktommiñ ar forn da 200°C (tt 7) Diret : lakaat ar bara-mel 30 munutenn er skornerez pe 1 eurvezh er yenerez evit ma vo kaletoc’h ha neuze aesoc’h da droc’hiñ. Troc’hiñ chantelennoù bara-mel an tanavañ ar gwellañ get ur gontell-vara. Amanneniñ un tammig ar chantelennoù, war an daou du. O lakaat war unan eus plakennoù ar forn, o foultrennañ un tammig gant sukr erc’h hag o lakaat er forn da 220°C. O c’hraziñ un tammig 5 munutenn a bep tu. Ret eo d’an teolennoù bezañ krazik. O lakaat e-barzh ur plad hag o lezel da yenaat.
  2. Aoziñ an dienn : dibluskiñ an avoukez hag ar vananezenn. O zroc’hiñ e stumm diñsoù bras hag o frikiñ gant ur robot, gant ar sukr hag ar chugoù (orañjez ha sitroñs). Skuilhañ ar meskaj e-barzh ur plad ha mirout en ul lec’h fresk.
  3. Aoziñ ar c’hinkladur : peurzibluskiñ an orañj (skarzhiñ ar plusk tev hag ar plusk gwenn moanoc’h). Dispartiañ an tammoù orañj get ur gontell vihan lemm-mat. Mirout an tammoù er yenerez (… eviñ ar chug, lan a vitaminoù eo !!).
  4. Echuiñ : ranniñ an dienn avoukez e 8 gwerenn vrav. Lakaat an tammoù orañj tro-dro an dienn ha servijout gant un deolenn spiset. Tañva !



Menozioù Nathalie : dalc’hmat eo ret-mat kaout avoukez dindan an dorn peogwir e vezont keginet e mil doare : evit an digor-kalon evel ar gwakamol gant an tortillas, evit an digor-pred evel saladen gant kresteneged, evit mont gant ur pladad evel un tamm kig krazet, ha bremañ evit an dibenn-pred ! An trubuilhig nemetañ : bez e c’hellont duañ buan-spontus ! Neuze un ali, o c’heginit d’ar mare diwezhañ.

Gwin Arnaud : a-benn dimeziñ dousted an avoukez hag ar banan ha trenkted ar sitroñs e kinnigan deoc’h ur muscat de Beaume-de-Venise a gloto e soutilded frouezhek hag e notennoù bleuniek (blaz ar roz) ganto !

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)