Digorioù-pred

Felpennoù gant pastez Henaff
ha mozzarella

   
Recette extraite de
aoziñ. 10 mun
poazchiñ 5 mun
 
live ****
koust€ € €
 
Evit un ugent kreunennig bennak :

 

  • 1 voestad pastez Henaff (156 g)
  • 2 voulenn mozzarella (250 g dizouret)
  • 1 vagetenn-vara e-giz war ar maez

 

 
  1. Raktommañ ar forn war an tu ‘grilherez’.
  2. Aoziñ : troc’hiñ ar vagetenn a-ruilhennoù. O c’hraziñ er forn (lakaet àr ‘grilherez’) war an daou du. Mirout. Dijelkennañ ar mozzarella hag ar pastez Henaff. Lakaat un tamm mozzarella war an hanter eus ur greunenn hag un tamm pastez Henaff war an hanter all. Ober kement-all evit ar c’hreunennoù arall. Lakaat er forn (lakaet àr ‘grilherez’atav) ha lezel da graziñ ar meskad un tammig bihan-tout (5 mun). Servijiñ doc’htu e-giz digor-kalon.




Menozioù Nathalie : m’emaoc’h o chom e Breizh e c’hellit lakaat fourmaj Tom Timadeuc e lec’h mozzarella. Un tammig saourusoc’h e vo ha magusoc’h ivez. M’ho peus c’hoant da vlasaat an toastoù-mañ evel digor-pred servijit anezho gant ur saladenn c’hlas, evel ur saladenn c’hlas ha tammoù-bara kazet get formaj-gavr tomm.



Gwin Arnaud : ur gwin ruz skañv blaz ar frouezh gantañ : ur Grolleau, ur Gamay, ur Pinot Noir pe ur Pineau d’Aunis en Loire (e gwin gris). Posupl eo mont da gerc’hat ar Pinot Noir e Bro Elzas, pe Gamay e Beaujolais.

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)