Digorioù-pred

Kirinad lostoù ejen get sistr,
karot nevez hag ognon nevez

   
Recette extraite de
aoziñ 45 min
poazhiñ 4 e
 
live ****
koust€ € €
 
Evit ur girinad etre 20 da 22 cm a hirder :

 

  • 1 lost ejen
  • 6 karotenn nevez vrav
  • 1 voutellad ognon nevez
  • 2 ognon
  • 1 bourenn
  • 1 skourr ach
  • 1 boked louzoù-kegin (tim, lorev, lostoù perisilh)
  • 2 voutailhad sistr
  • holen, pebr

 

 
  1. Rakaoziñ : troc’hiñ al lost ejen e 4 zamm get ur gontell vras (doare kontell-viñsat) evit gellout e lakaat e-barzh ar gaoter. Riñsat mat an tammoù. Mirout. Dibluskiñ ha gwalc’hiñ ar c’harot, an ognon, an ognon nevez, ar bourenn hag ar skourr ach. Lakaat a-gostez 4 c’harotenn vrav hag an ognon nevez ha miñsat gros ar peurrest ag ar legumaj arall.
  2. Poazhiñ ar lost ejen hag ar legumaj : e-barzh ur gaoter, lakaat an tammoù lost, ar legumaj miñset, ar boked louzoù-kegin, an holen, ar pebr ha glebiiñ razh get ar sistr. Klokaat ar glebiabur get dour ma n’eo ket bet goloet ar lost penn-da-benn get ar sistr. Lakaat razh da boazhiñ àr an tan bras betek ma virvay ar meskad. Leuskel da boazhiñ, get birvilh skañv, e-pad 2 eur get ur golo. Oc’hpenniñ neuze ar c’harot ha leuskel da boazhiñ 30 mun. Dihaniñ da boazhiñ neuze.
  3. Sevel ar girinad : (emañ ret hen ober pa vez tomm) Lakaat ar lost e-barzh ur plad don hag an ognon nevez hag ar c’harot en o fezh e-barzh un asied. Silat chug ar poazhadur ha taoliñ legumaj ar gwarnisadur blazus er boubelenn. Tenniñ àr an tomm kig ar lost ejen. Rankout a ra dispegiñ a-zoc’h an askorn ha pilhoustenniñ un tammig. Mirout ar c’hig ha skarzhiñ an eskern. Lakaat ur film àr speurennoù diabarzh ar girin evit ma vo aesoc’h he divouliñ. Lakaat an hanter eus ar lostoù ejen e foñs ar girin. Pallenniñ get chug. Lakaat ar c’harot hag an ognon nevez àr un eil gwiskad. Pallenniñ ar chug. Echuiñ get ar lostoù ejen àr un trede gwiskad ha pallenniñ ar chug. Lakaat ar girinad e-barzh ur plad don ha he gwaskiñ un tammig get an daouarn evit skarzhiñ ar chug a zo e re. Lakaat ur film àr ar girinad ha he leuskel er yenerez betek ma vo yen penn-da-benn (tro 3 euriad).
  4. Staliiñ : divouliñ ar girinad. Tenniñ ar paper film ha troc’hiñ ar girinad e chantelennoù 1 cm.




Menozioù Nathalie : daoust hag emaomp en hañv evit gwir ? Ma rankomp fiziañ e meteo miz Even he deus an anduilhenn get he flastrenn avaloù-douar kement a blas hag ur saladen tomat get bazilik. Hiriv e kinnigan deoc’h ur meuz hanter-hañv, hanter-goañv. Ur girinad kentoc’h magus met fresk ivez dre m’eo yen ha gant he legumaj ag an hañv. Kalon d’ho poued. Gallout a rit debriñ ar girinad get ur chaous tomat yen, un dienn baset get louzoù ha perak ne vehe ket un dienn baset ha spiset get un tammig wasabi (sasun japanad pebret-mat).



Gwin Arnaud : ur gwin ruz skañv ag ar gouennad gamay pe pinot du a yelo mat-kaer gant soutilded ar girinad-mañ. Ur gwin ag ar beaujolais, ur brouilly pe ur fleurie da skouer a vo ag ar choaz, evel ur gwin pinot du ag Elzas, get e notennoù un tammig pebret hag e vlaz skilgerez. Koulskoude e c’hellomp chom er vro ha diwall m’emaoc’h e soñj bleniiñ. Neuze e yay ar sistr « Royal Guillevic » a-feson get e soutilded, e frouezhted hag e notennoù trenkik freskaüs.

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)