Kig

Kroustadenn kig-yar
get spisoù hag avaloù

   
Recette extraite de
 
Evit 3 den :

 

  • 200 g kig-yar (ar gwenn)
  • 200 g ognon
  • 200 g avaloù
  • ½ loiad-kafe koumin
  • 1 meudad bras a ganell
  • 1 loaiad-kafe jinjebr fresk rasklet
  • ½ boutellad perisilh
  • ¼ boutellad koriandrez
  • 30 g rezin sec’h
  • 100 g amann
  • 6 follenn brick
  • 1 loaiad-kafe sukr
  • 2 velen-vi
  • Sukr erc’h (diret)
  • 5 cl eoul oliv
  • Holen ha pebr

 

 
  1. Aoziñ ar c’hig-yar : miñsat ar c’hig-yar e stumm diñsoù bihan (tro 1 cm) hag o sonniñ get ur strilhenn eoul oliv e-barzh ur baelon. Poazhiñ hardizh e-pad 5 mun. Lakaat holen ha pebr ha mirout e-barzh ur plad-saladen.
  2. Aoziñ an ognon hag an avaloù : dibluskiñ, gwalc’hiñ ha miñsat munut an ognon. O lakaat da vougadelliñ gant 15 g amann, pebr hag holenn, e-barzh ur gastelodenn. Leuskel da boazhiñ dic’holo e pad 15 munutenn. Teuz-mat e rank bout an ognon. Ur wezh poazh, o lakaat get ar c’hig-yar. Dibluskiñ, displusiñ ha troc’hiñ an avaloù e chantelennoù bras. O sonniñ e-barzh ur baelon get 20 g amann hag ur loaiad-kafe sukr. O leuskel da boazhiñ betek ma vint teuz (tro 10 munutenn). O oc’hpenniñ, ur wezh poazh, get ar c’hig-yar hag an ognon.
  3. Aoziñ ar farz hag echuiñ ar farz : diskolpiñ ar perisilh hag ar c’horiandrez. Meskiñ ar louzeier diskolpet, ar rezin sec’h bet gwalc’het, ar c’houmin hag ar ganell get ar meskad kig-yar, ognon hag avaloù.
  4. Echuiñ Raktommiñ ar forn da 180°C (tt 6). : E-barzh ur plad-gwastell amannet, lakaat 4 follenn brick unan war eben, skuilhiñ ar farz. Goloiñ kement tra ‘zo get 2 follenn brick ha, get sikour ur barr-liviñ, pallenniñ ar groustadenn get melen-vi. Strewiñ ar peurrest ag an amann (60 g) àr ar groustadenn. Lakaat pep tra er forn. Lezel da boazhiñ 20 munutenn, troiñ ar groustadenn war he zu-gin ha kenderc’hel da boazhiñ e-pad 20 munutenn. Tenniñ ar groustadenn ag ar forn, poultrenniñ get sukr-erc’h ha tañva ! Tu ‘zo lakaat saladenn c’hlas ganti.


Menozioù Nathalie : levezonet eo ma rekipe gant pastilla mod Maroko. Laoskit hoc’h awen da vont evit krouiñ a bep seurt farz (ne gomzan ket a fars evit ar c’hentañ a viz Ebrel met eus farz get kig, get pesked pe get legumaj). Evit Pask em eus keginet ur groustadenn kig-oan get pinochez ha spisoù ag ar C’hachmir… ne oa ket fall e-mod ebet !

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)