Dibennoù-pred

Panacotta gant
dour-bleuñv-orañj hag
e flastrenn frouezh sec’h


   
Recette extraite de
 
Evit 9 den :

 

  • 90 cl dienn fresk dourennek

  • 12 cl chug-orañj

  • 180 g sukr munut

  • 1 loaiad vras dour-bleuñv-orañj

  • 3 follenn kaotenn

 

  • Ar flastrenn frouezh sec’h

  • 10 cl dour

  • 25 g sukr

  • 10 g mel

  • 20 g kraoñ-pin krazet

  • 3 fiezenn sec’h

  • 3 abrikotenn sec’h

  • 1 loaiad-vras rezin sec’h

  • 4 orañjenn

 

 
  1. Aoziñ ar frouezh sec’h : riñsiñ an abrikot, ar fiez hag ar rezin sec’h dindan dour tomm. O dizourañ mat ha troc’hañ mat ar fiez hag an abrikot a-dammoù, stumm un diñs dezhe (ment ur rezinenn sec’h bras). E-barzh ur gastelodenn, skuilhiñ an dour, ar mel hag ar sukr. Lakaat da virviñ. Ouzhpenniñ ar frouezh sec’h ha lezel da c’houvirviñ e-pad 5 mun, gant ar golo. Ouzhpenniñ neuze ar c’hraoñ-pin. Tenniñ ag an tan, lakaat en ur plad-saladenn ha lezel da yenaat.
  2. Aoziñ ar Panacotta gant dour-bleuñv-orañj : skuilhiñ a-barzh ur gastelodenn, an dienn, ar sukr, an dour-bleuñ-orañj hag ar chug-orañj. Lakaat tan betek ma virvay. Soubiñ ar gaotenn a-barzh dour yen e-pad 5 mun. He dizouriñ gant an daouarn. Ouzhpenniñ ar gaotenn a-barzh an dienn blaz an dour-bleuñv-orañj dezhañ ha meskiñ mat. Ranniñ ar Panacotta a-barzh 9 gwerenn (meskiñ mat bep tro ma skuilhit a-barzh ur werenn peogwir eo techet ar chug-orañj da chom e foñs ar gastelodenn). Mirout er yenerez e-pad 2 eur d’an nebeutañ.
  3. Aoziñ an orañj : dibluskiñ an orañj (skarzhiñ ar plusk tev hag ar plusk gwenn moanoc’h). Dispartiañ an tammoù orañj get ur gontell vihan lemm-mat. Mirout an tammoù er yenerez (… eviñ ar chug, lan a vitaminoù eo !!).
  4. Staliiñ : lakaat ul loaiad-vras a flastrenn frouezh sec’h e-kreiz ar gwerennadoù Panacotta ha lakaat an tammoù orañj tro-dro hag a-us ar flastrenn. Blazata.


Menozioù Nathalie : e-penn kentañ an diskar-amzer e c’hellit cheñch ar chug-orañj hag an dour-bleuñv-orañj get porto (12cl) hag ar flastrenn frouezh sec’h hag an orañj get fiez fresk pe rezin muskat. Ur lip-e-bav… met n’eo ket kement-se evit ar vugale !



Gwin Arnaud : ur VDN get rezin muskat èl re Beaume de Venise pe re Gorsika, peotramant ur VDN a Vaury ag ar plant-gwini Grenache gris, e vintage gwenn.

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)