Dibennoù-pred

Soubenn pechez-prun
get Crémant ag ar Liger hag he miñsadenn sivi

N’eo gwall rannvroel an dibenn-pred-mañ… met echuiñ e bred e-kreiz an hañv get un tamm gwastell mod Breizh, un tamm farz pe un tamm kouign-amann n’eo ket atav ken anat, dreist-holl m’emañ troet ho programm vakañsoù àr-zu ur gador-hir pe ur serviedenn-traezhenn !
   
Recette extraite de
aoziñ 40 min
poazhiñ 30 min
 
live****
koust€  € €
 
Evit 6 den :

 

  • 1 kg pech-prun (azv ha kuit a louzoù mard eo posupl)
  • 125 g sukr
  • 12,5 cl dour
  • 20 cl crémant ag ar Liger
  • 1 vazhig kanell
  • 1 tach-jenofl
  • 1 sitroñs
  • 5 cl likor-pech
  • 1 voutellad bent
  • 500 g sivi
  • sukr erc’h

 

 
  1. Alejiñ ar soubenn : gwaskañ ar sitroñs ha gouarniñ ar chug anezhoñ. Gwalc’hiñ ar pech-prun, o zroc’hiñ e stumm diñsoù bras (hep o dibluskiñ) ha skarzhiñ an eskern-pech-prun. E-barzh ur gaoter vras, skuilhiñ an dour, ar sukr, ar c’hremant, ar ganell, an tach-jenofl, chug ar sitroñsenn hag ar pech prun troc’het a-dammoù. Lakaat da boazhiñ get ur golo betek ma virvay ha lezel da boazhiñ, get birvilh skañv, hanter-c’holoet betek ma vo teuz ar pech prun (tro 20 munutenn). Tenniñ ag an tan. Skuilhiñ ar soubenn a-barzh ur bezel d’ober yod enni ha tenniñ ar vazhig kanell hag an tach-jenofl. Mesketat ar soubenn get ur mesketer-spluj-tredan. Oc’hpenniñ an dienn-pech hag ur skourrig bent (o soñjal en doare d’e lemel digudenn ag ar soubenn). Leuskel ar bent da c’hlec’hiiñ e-pad 10 mun hag he skarzhiñ àr-lerc’h. Mirout en ul lec’h fresk.
  2. Aoziñ ar sivi : gwalc’hiñ, dizouriñ, didokiñ ha miñsat pep sivienn e div pe deir chantelenn.
  3. Kinkliñ : ranniñ ar soubenn e-barzh koupennoù. Strewiñ ar sivi àr ar soubenn ha poultrenniñ razh get sukr-erc’h. Kinkliñ get delioù bent brav. Da zebriñ yen-mat.




Menozioù Nathalie : tu a zo eskemm ar pech prun get pech pe get nektarin. Koulskoude e kinnigan deoc’h dibluskiñ ar pech, e kemm get ar pech prun hag an nektarin, peogwir e vez alies un tammig tev plusk ar pech. Deoc’h da welet e-keñver ar frouezh a zo ganeoc’h ! Tu ‘zo eskemm ar sivi get flambouez, mat-tre eo ivez ! Hag erfin, m’ho peus c’hoant da lakaat ur maen gwenn pe d’ober cheuroc’h e kinnigan deoc’h lakaat champagne e-plas ar c’hremant… Trop Mad eo !



Gwin Arnaud : ur gwin bervus a zegaso ar c’hempouez get e soutilded, e frouezhded hag e glogor freskaüs… ur c’hremant ag al Liger, ar memes hini hag a zo bet distoufet genoc’h evit aoziñ ho tibenn-pred, eo evel-just an dimeziñ Trop Mad !!! Evit ar re lichous, ur gwin pech pe ur gwin-dous …eus ar Liger, evel-just ! ….hag evit ar re bitaod, e vo… « Champagne evit razh an dud !!! »

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)