Digorioù-pred

Dienn koko-Pempoull
get bazilik ha grilhed-traezh

Emañ ma awen é tonet ag ar marc’had… hag ag an amzer. Neuze, kentoc’h evit ur saladen koko distan em eus soñjet en un dienn diennek gant grilhed-traezh… evit lidiñ hor vakañsoù e Breizh !!!
   
Recette extraite de
aoziñ 1 h
poazhiñ 40 min
 
live ****
koust€  € €
 
Evit 6 den :

 

  • 1 kg koko-Pempoull
  • 1 kg tomat
  • 20 cl eoul oliv
  • 1 garotenn
  • 1 penn-ognon
  • 1 tach-jenofl
  • 1 boked louzoù-kegin (lostoù perisilh, glas ar pour, tim, lorev)
  • 1,5 kg grilhed-traezh
  • 1 voutellad bazilik
  • Holen, pebr

 

 
  1. Poazhiñ ar c’hoko : digloriñ ha gwalc’hiñ ar c’hoko. Dibluskiñ, gwalc’hiñ ha miñsat ar garotenn hag ar penn-ognon. Lakaat, e-barzh ur gastelodenn, ar c’hoko, ar garotenn, an ognon, an tach-jenofl hag ar boked louzoù-kegin. Glebiiñ kement tra’zo get dour yen betek ur live dereat (ur cm dour a zo a-us ar legumaj). Lakaat da boazhiñ àr an tan bras, get ur golo, betek ma virvay. Leuskel ar gastolodennad da virvilhiñ, goloet berped, ha gant birvilh bihan betek ma teuzo ar c’hoko (tro 30 mun). Lakaat holen ha mirout tomm.
  2. Poazhiñ ar grilhed-traezh : lakaat, e-barzh ur gastelodenn vras a zour berv sall-mat, un dornad brav a c’hrilhed-traezh hag o zenniñ ag an dour kerkent ha ma adkrog an dour da virviñ stank. O foazhiñ e-mod-se e meur a wezh a-benn kaout grilhed-traezh blot met brav da welet. Digloriñ ar grilhed-traezh ha mirout o c’horf evit an dienn. Mirout ar pennoù evit ur rekipe all (da skouer, ur soubenn grilhed-traezh).
  3. Aoziñ an dienn : tenniñ troadenn an tomat hag o askiñ un tammig war tu kontrel an droadenn get beg ur gontell vihan. Lakaat ur gastelodennad dour da birviñ ha splujiñ an tomat enni e-pad 20 eilenn. O zenniñ ag an dour ha tenniñ ar plusk diouzhtu. Troc’hiñ an tomat e pevar ha skarzhiñ ar splus. Mirout ar peurrest. Skuilhiñ, e-barzh ur mesketer-tredan, ar c’hoko dizouret (met mirout dour ar poazhadur), bouedenn an tomatez, 15 cl eoul oliv, an holen hag ar pebr. Mesketat pep tra hag ouzhpenniñ dour poazhadur ar c’hoko betek ma vo diennek-mat an hollad. Adlakaat holen ha pebr mar bez afer ha tremen ar meskad e-barzh ur sil sinat (pe ur sil) evit lemel plusk ar c’hoko. Leuskel da yenaat ur prantad mat.
  4. Kinkliñ : dizeliñ ar bazilik hag e ziskolpiñ. Ranniñ an dienn a-barzh bolennoù. Lakaat ur lodenn ar grilhed-traezh hag ar bazilik e pep bolenn ha skuilhiñ ur strilh eoul oliv àr bep dienn dres a-raok tañva. Kalon d’ho poued !




Menozioù Nathalie : tu a zo eskemm ar grilhed-traezh get un tamm morzhed-moc’h mat-kaer, troc’het e stumm neudennoù tanav. Etre fin miz Gouhere ha penn kentañ miz Here emañ mare ar c’hoko. Neuze profitit evit o debriñ… Trop Mad eo !



Gwin Arnaud : trawalc’h eo gant dousted an dienn koko-mañ. Koulskoude, ma vez diouzh peurrest ho pred… peotramant perak pas evit an digor-kalon, kontrel, ar gwinoù gwenn ha gris ‘damsec’h’ a gloto a-feson gant an deroù-pred freskaüs-mañ. Da skouer e soñjan er Vouvray, er Montlouis a vez disoñjet re alies evel ar C’habernets d’Anjou plijus-kaer e-pad an hañv… pa vez heol… Hama !!!

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)