- Fardiñ an tomat : raktommañ ar forn da 250° (forn tomm-gor). Lakaat ur gastelodennad dour da virviñ. Goude bezañ skarzhet lost an tomat, o soubañ en dour berv e-pad 10 eilenn. O lakaat dindan dour yen diouzhtu. Diruskañ an tomat, o rannañ etre daou a-blaen ha skarzhañ ar splus anezhe, dousik. Astenn an tomat en ur plad-kreien hep o lakaat en eil war eben war-eeun. Strewiñ ar spisoù, ar sukr ha tammoù amann amañ hag ahont, skuilhañ an dour-roz.
- Poazhañ ar c’hreien : lakaat ar pladad tomatez en forn tomm-gor ha leuskel da boazhañ 20 pe 30 munutenn, ken n’o devo c’hwezet ha rouzet an tomat un tamm.
- Kinklañ : servijout ar c’hreien tomat klouar, ur voull dienn-skorn vanilhez war lodenn pep kouviad.
Kinnig Nathalie : ar c’hreien-mañ a c’hell bezañ fardet e stumm un dartezenn ivez : e lec’h lakaat an tomatez rannet etre daou damm en ur plad-kreien e c’hellit o lakaat war doaz-tartezenn (bresk pe follennet) en ur plad dereat. Ma ’z eus ganeoc’h tomatez tro 100 g, gwelloc’h troc’hañ anezhe e meur a damm.
Gwin Arnaud : ur c’hCrémant eus Bourgogn, kreñv blaz ar Pinot Noir gantañ pe ur c’hCabernet d’Anjou.