Dibennoù-pred

Lip-e-bav fourmaj gwenn
blaz vanilha get spéculoos ha
sivi hag e chugon rubarbez


   
Recette extraite de
 

Evit 6 den :

 

  • Da aoziiñ an derc’hent :

  • 100 g sukr

  • 5 cl dour

  • 2 glorenn vanilhez

  • 3 follenn jelatin

  • 500 g fourmaj gwenn flour

  • 100 g dienn fresk

  • 500 g sivi

  • 6 delienn vent vrav

 

  • Ar spéculoos :

  • 80 g spéculoos

  • 80 g amann blot

 

  • Ar chugon rubarbez :

  • 600 g rubarbez

  • 250 g sukr

  • ½ sitroñsenn

 

 
  1. Fardañ ar speculoos : raktommañ ar forn da 180°. Teuziñ an amann ken na vo diennek. Drailhañ ar speculoos gant un ardivink hag ouzphennañ an amann. Chom a-sav gant an drailhañ pa vez mesket mat ar poultr speculoos hag an amann. Ledañ an toaz-mañ war ur blakenn da lakaat er forn e-pad 15 munutenn. Tennañ ha leuskel da yenaat penn-da-benn a-raok mont pelloc’h gant an toaz
  2. Fardañ ar fourmaj-gwenn : lakaat ar follennoù jelatin da wakaat e-barzh dour yen. En ur gastelodenn, lakaat ar sukr, an dour hag an div c’har vanilhez goude bezañ digoret hag o skrabet en diabarzh. Lakaat ar siros-mañ da virviñ war an tan, en ur zerc’hel da vasañ. Leuskel da yenaat un tamm, meskañ gantañ ar jelatin bet dizouret mat a-raok. Meskañ. Basañ an dienn fresk betek kaout Chantilly. Ouzphennañ ar siros d’ar fourmaj-gwenn en ur vrasañ ha meskañ dousig gant an dienn Chantilly gant ur spanell. Lakaat er yenerez e-pad 3 eur da nebeutañ.
  3. Fardañ ar chugon rubarbez : dibluskañ, gwalc’hiñ ha miñsat ar rubarbez. Lakaat ar rubarbez, ar sukr hag ar chug sitroñs en ur plad-saladenn. Meskañ, goleiñ ha leuskel er yenerez e-pad daouzek eur. Goude-se, lakaat ar meskaj en ur gastelodenn. Poazhañ dousik, gant ur golo, ken na vo teuz ar rubarbez (tro 20 munutenn). Gwiriekaat eo sukret a-walc’h ar chugon (ouzphennañ sukr mar bez ezhomm pe ouzphennañ sitroñs mard eo re sukret). Leusket da yenaat.
  4. Kinklañ (pa vez yen an holl aozennoù) : skarzhañ o lost diouzh ar sivi hag o gwalc’hiñ. O zroc’hañ e jelkennoù. Lakaat a-gostez. Rannañ an toaz-speculoos etre 6. Ledañ pep lodenn war un asied ha stummañ ur ront brav bep gwech. Strewiñ ur loaiad-soubenn a sivi war bep lodenn, ha da c’houde ur loaiad-soubenn vrav a fourmaj-gwenn vanilhet. Tro-dro, astennit ur c’holier chugon rubarbez. Kinklañ pep asied gant un dilienn vent hag ar sivi a chom.
Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)