Dibennoù-pred

Mae – Koñfitur kourjet
get bazilik hag he fourmaj-gavr



   
 
Evit 8 pod konfitur bihan :

 

  • 2 kg kourjetez
  • 500 g avaloù
  • 1 tamm suraval
  • 1,5 kg sukr munut
  • 1 voutellad bazilik

 

 
  1. Tenniñ plusk ar c’hourjet a bep eil, gwalc’hiñ ar c’hourjet hag o zroc’hiñ e stumm ruilhennoù tanav. Dibluskiñ ha displusiñ an avaloù. O zroc’hiñ e ruilhennoù tanav.
  2. Meskiñ e-barzh ur plad-saladenn bras ar c’hourjet, an avaloù, ar sukr hag ar chug-suraval. Goloiñ razh ha leuskel ar meskad da hiliiñ e-pad un noz en ur lec’h klouar pe fresk.
  3. Antronoz, skuilhiñ ar c’hourjet hag an aozennoù arall e-barzh ur gastelodenn ha lezel da boazhiñ dousik, get ur golo. Pa grog ar meskad da virviñ kendelc’her da boazhiñ hep ar golo, atav àr an tan bihan. Lezel da boazhiñ èl-se betek ma tay da vout e-giz ur siros (tro 30 munutenn). Ne vez ket distummet nag ar frouezh, nag ar legumaj, normal eo. Mesketat ar c’hoñfitur neuze.
  4. Lakaat e pep pod, prop ha naet, unan pe div zelienn bazilik. Skuilhiñ ar c’hoñfitur kourjet berv e pep pod. O serriñ hag o lakaat war o zu-gin, ar golo en traoñ. Leuskel ar c’hoñfitur da oueledenniñ betek ma vo yenaet penn-da-benn.
  5. Debriñ ar c’hoñfitur-mañ get ur fourmaj-gavr pe fourmaj gwenn.




Menozioù Nathalie :

Miz Mae eo kentañ miz ar blead e-lec’h m’emañ ar c’hourjetez é tonet (emaon o komz ag ar c’hourjetez, gounidet en ur zoujiñ doc’h reolennoù an natur, hag a zo chomet hep treuziñ ar bed a-raok degouezhout en ho plad !). Partiet eo evit 6 miz ha gwelloc’h eo kaout un nebeud menozioù evit keginiñ evit chom hep skuizhiñ re an dud par pe kar get ar brav a legumaj-mañ, blazet-mat, mat evit ar yec’hed, marc’had-mat hag aes da geginiñ.

Ma produit muioc’h a gourjetez evit ar pezh a zebrit ha m’ho peus c’hoant da vezañ hep ho par e kinnigan deoc’h ur menoz evit, àr un dro, keginiñ ha mirout an teñzor a legumaj-mañ !

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)