|
| |||||||||||||||||||||
Digorioù-pred
|
| |||||||||||||||||||||
Menozioù Nathalie :
En nevez-hañv emaomp e kreizig-kreiz koulz ar c’hevnid-mor ha domaj e vehe chom hep profitiñ ! Neuze setu un nebeud menozioù ker simpl ha tra !
Saladen asperjez, letuz ha kig kevnid-mor get orañj : N’ho po nemet meskiñ an asperjez get ar letuzenn hag an tammoù orañj, sasuniñ get un tammig ag ar chug-orañj hag an eoul oliv ha lakaat e-barzh ur plad-saladen ha strewiñ razh get kig kevnid-mor… trop mad eo !
Soubenn kalav irvin-ruz get tammoù kig kevnid-mor : En nevez-hañv emañ ivez kreizig-kreiz koulz an irvin-ruz. Neuze implijit ar c’halav (delioù glas an irvin-ruz) evit ober soubenn (ar memes hini hag soubenn-linad p.38 er levr « trop Mad ») ha servijout ar soubenn tomm-mat get kig kevnid-mor hag un nebeud ruilhennoù irvin-ruz evit kinkliñ.
Koñkombrez farset get irvin-ruz ha kig kevnid-mor : dibluskiñ ar c’hoñkombrez en ur denniñ ar plusk ur wezh àr ziv hag troc’hit inte daou en tu an hirañ. Toullit int ha skarzhit ar splus. Holenit ha mirit int en ur lec’h fresk. E-keit se meskit kig ar c’hevnid-mor get chaous maionez (Hama ! A-benn ar fin, ar c’hevnid-mor get maionez ken hengounel) get ruilhennoù irvin-ruz miñset munut. Emañ o vont da reiñ muioc’h a vlaz d’ar farz. Gellout a rit ivez lakaat un tammig kraksivolez troc’het fin ma vez genoc’h. Farsit an hanter-koñkombrez get an aozadenn-mañ ha troc’hit int e troc’hadoù bihan. Debrit int evit an digor-kalon pe evit an deroù-pred.
Opala ! darbet eo bet din disoñjal : ar rekipe hengounel a Vreizh : Gallout a rit oc’hpenniñ al lodennoù diennek hag ar c’houral, perisilh hag ur chalotezenn miñset munut d’ur chaous maionez get sezo. Pep kouviad a ziklor e gevnidenn-vor hag a dañva ar c’hig soubet er chaous.
Gwin Arnaud :
Evit lidiñ an nevez-hañv hag evit mont a-zoare get freskted ar c’hevnid-mor hag ar skañvadell brouskaol e c’hellit reiñ ur plas brav da frouezhted ha da freskted ur Muskadig diàr e vamm get e vlaz hep e bar.
Ma yit da biknikiñ en enezenn ar C’hened profitit eus ur gwin gwenn sec’h a Gorsika hag a zo iodek ha bliv e blant-gwini Vermentino (gallout a rin e dañva e Breizh zoken !)