Dibennoù-pred

Ar wastell-deuz get avaloù
ha paledoù Breizh

   
Recette extraite de
aoziñ 30 min
poazhiñ 30 min
 
live ****
koust€ € €
 
Evit 6 den :

 

  • 260 g paledoù Breizh (doare "Traou Mad")
  • 1,5 kg avaloù
  • 120 g sukr
  • 70 g amann

 

 
  1. Aoziñ ar yod-avaloù : dibluskiñ an avaloù, o displusañ hag o zroc’hañ, stumm un diñs dezhe. Lakaat da boazhiñ àr an tan etre an avaloù, an amann hag ar sukr en ur gastelodenn, dic’holo. Meskiñ gwezh ha gwezh arall ha lazhiñ an tan pa vez teuz-mat an avaloù. Ma vez un tammig dourennek ar flastrenn leuskel da boazhiñ un nebeud munutennoù àr an tan bras ha dic’holo en ur veskiñ ingal.
  2. Echuiñ ar wastell-deuz : mesketat ar paledoù gant ur mesketer-tredan betek kaout ur paladur munut. Raktommiñ ar forn da 180°C (tt 6). A-barzh ur plad d’ober kreien ennañ, skuilhiñ un drederenn ag ar yod-avaloù ha he lediñ mat. He goloiñ get un drederenn a baladur ar paledoù. Gober an dra-mañ div wezh hag echuiñ get paladur ar paledoù. Lakaat ar plad er forn da 180° (tt 6) ha leziñ ar wastell-deuz da boazhiñ e-pad 30 mun betek ma vo gwelet ur seurt kreun alaouret-mat war-c’horre.




Menozioù Nathalie : tennet eo ar rekipe-mañ ag ur rekipe ag Amerika. N’em eus nemet cheñchet ar paladur sukret hag amannet gant paladoù Breizh… ha gwelloc’h eo evit ar rekipe orin !

Gwin Arnaud : ur gwin bervus frouezhek, hanter-sec’h zoken : ur Champagne, ur C’hrémant pe ur blanquette de Limoux. Rannvroeloc’h ha mat-kaer, ur sistr dous, pe gwelloc’h c’hoazh ar Royal Guillevic.

Version imprimable Envoyer cette recette à un(e) ami(e)