Digorioù-pred
Menozioù Nathalie : m’emaoc’h o chom e Breizh e c’hellit lakaat fourmaj Tom Timadeuc e lec’h mozzarella. Un tammig saourusoc’h e vo ha magusoc’h ivez. M’ho peus c’hoant da vlasaat an toastoù-mañ evel digor-pred servijit anezho gant ur saladenn c’hlas, evel ur saladenn c’hlas ha tammoù-bara kazet get formaj-gavr tomm.
Gwin Arnaud : ur gwin ruz skañv blaz ar frouezh gantañ : ur Grolleau, ur Gamay, ur Pinot Noir pe ur Pineau d’Aunis en Loire (e gwin gris). Posupl eo mont da gerc’hat ar Pinot Noir e Bro Elzas, pe Gamay e Beaujolais.